La Mancha zo ur rannvro istorel ha naturel eus kreiz Bro-Spagn, er c'hreisteiz da Vadrid.
En em astenn a ra war ar pezh a zo bremañ proviñsoù Cuenca, Toledo, Albacete ha Ciudad Real.
Bremañ ez eo ul lodenn eus kumuniezh emrenn Kastilha-La Mancha, asambles gant ul lodenn eus Kastilha.